playlist

An Alarc'h - text

Eunn alarc'h, eunn alarc'h tre-mor (×2)
War lein tour moal kastell Armor!

Dinn, dinn, daon! dann emgann! dann emgann!
Oh! Dinn, dinn, daon! d'ann emgann a eann!

Neventi vad d'ar Vretoned!
Ha malloz-ru d'ar C'hallaoued!
Dinn, dinn, daon! d'ann emgann! d'ann emgann! etc.

Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant han digor;

Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro;

D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued,
A vac'hom war ar Vretoned.

Ken e losker eur iouaden,
A ra d'an od eur grenaden;

Ken a zon ar meneiou Laz;
Ha froen, ha drid ar gazek c'hlas;

Ken a gan laouen ar c'hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peb ker.

Deut e ann heol, deut e ann han;
Deut e endro ann otrou Iann!

Text přidala thajmonka

Video přidala thajmonka

Tento web používá k poskytování služeb, personalizaci reklam a analýze návštěvnosti soubory cookie. Používáním tohoto webu s tím souhlasíte. Další informace.